Commons:Wiki Loves Folklore 2024

From Wikimedia Commons, the free media repository
Jump to navigation Jump to search
This page is a translated version of a page Commons:Wiki Loves Folklore 2024 and the translation is 100% complete. Changes to the translation template, respectively the source language can be submitted through Commons:Wiki Loves Folklore 2024 and have to be approved by a translation administrator.

Shortcut: COM:WLF24

  • Degemer
  • 2024
  • 2023
  • 2022
  • 2021
  • 2020
  • 2019


Donemat e Wiki Loves Folklore!

Wiki Folklore on website Wiki Folklore war Facebook {{{Threads}}} Wiki Folklore war dTwitter Wiki Folklore war Instagram Wiki Folklore war dTelegram Wiki Folklore war YouTube Lizher-kelaouiñ Wiki Folklore

Wiki Loves Folklore

Wiki Loves Folklore zo ur genstrivadek luc’hskeudennoù etrevroadel aozet pep bloaz e Wikimedia Commons da deuliaouiñ sevenadur pobloù eus rannvroioù ar bed. Heuliañ a ra Wiki Loves Folklore 2024 Wiki Loves Folklore 2023 gant tem kultur ar bobl. Kroget he deus orin ar raktres e 2018 eus Wiki Loves Love 2019 gant tem lidoù ha gouelioù a garantez.

Diraez

Tem ar genstrivadeg luc’hskeudennoù-mañ eo kultur pobloù eus rannvroioù ar bed, evel gouelioù folk, korolloù folk, sonerezh folk, oberoù folk, c’hoarioù folk, keginerezh folk, dilhad folk, hag hengoun, en o zouez balladennoù, kontadennoù, kaozioù korriganez, mojennoù, kan ha koroll hengounel, pezhioù-c’hoari folk, c’hoarioù, darvoudoù rannvloaziat, kustumoù deiziataer, arzhoù folk, relijion folk, mitologiezh, hag all. Gallout a rit mont da welout erbedadennoù all ha skouerioù en hor pajenn Rummad.

Tem

Folklor
Isrummadoù

Sevenadur hengounel dre vro, arzoù hengounel, diaweled sinat, dañs hengounel, Europeade, gouelioù hengounel, folklor, c'hoarioù hengounel, strolladoù folk, huderezh hengounel, mirdioù an hengounioù, sonerezh folk, Newweling, relijion hengounel, sonerezh hengounel, kanaouennoù hengounel, gouren.

Prizioù

Ar prizioù etrevroadel evit Wiki Loves Folklore zo:

  • Priz kentañ: 400 USD
  • Eil priz: 300 USD
  • Trede priz: 100 USD
  • 10 gwellañ priz a frealzidigezh: 40 USD Each
  • Priz gwellañ Klewelet ha priz gwellañ Klevet: 50 USD pep hini
  • Gwellañ Pellgaser evit skeudennoù: Priz kentañ: 300 USD, Eil priz: 150 USD
  • Kartennoù-post Wiki Loves Folklore evit ar 100 gwellañ Pellgaser
  • Testenioù ha kartennoù-post d’an Aozerien Lec’hel.
(Diferadenn nann-kiriegezh: roet a vo er prizioù e stumm kartennoù prof eus ar merkoù pennañ pe drailhennoù, kevatal d’ar sammad e moneiz lec’hel.)

Deiziataer

An deiziataer evit WLF 2024 zo

  • 1 C’hwevrer – 31 Meurzh 2024
  • Kregiñ da gas antreoù: 1 C’hwevrer 2024 00:01 (UTC)
  • Paouez da gas antreoù: 31 Meurzh 2024 23:59 (UTC)
  • Disklêriadenn an disoc’hoù: War-dro 15 Gouere 2024

Petra n'haller ket kas deomp

Ne vo ket degemeret ar pezh a zo:

  • e-maez diraez ar raktres.
  • gant un diouer a ditouroù EXIF.
  • bet aozet ent niverel betek re.
  • skeudennoù pornografek ha feuls.
  • oberennoù arz rak kudennoù a wirioù oberour, h.a.

Mont e darempred ganeomp

Meur a zoare zo da vont e darempred ganeomp:

Un nebeud skeudennoù a c'haller kas deomp

Tud hag obererezhioù liammet ouzh an hengounioù

Keginerezh hengounel

Dañsoù hengounel

Gouelioù hengounel

Sonerezh hengounel

Gwiskamantoù ha dilhadoù hengounel

Kenstrivadeg skrivañ

Ur genstrivadeg skrivañ Feminism and Folklore 2024 a vo ivez etre 1 C’hwevrer 2024 betek 31 Meurzh 2024. Krouit pe astennit pennadoù diwar-benn ar wregelouriezh, buhezskridoù maouezed ha sujedoù a-zivout ar jener gant Wiki Loves Folklore gender gap a denn da dem sevenadur ar bobl e Wikipedia. Kemerit perzh diouzhtu en ho yezh lec’hel.